Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


Aze eur be bleuniet ha bordet a drêz gwenn,
Pelloc’h, war douar fresk, perlez eur gurunen,
Tad, mamm, pried, bugel, breur ha c’hoar ha mignon,
A diskarg en daërou bec’h pounner e galon,
Ha pedennou tener, ezans a garante,
Gant c’houez vad ar bleuniou a bign beteg Doue…
O ! tôlen war an dro frealzus ha kaled
A ra vad d’ar galon, daoust ma samm ar spered ;
An anaon hag an dud, eus an daou du d’ar be,
Unanet ’vel gwechall ha startoc’h marteze !…
Mes, savet, kristenien, hag evit eur pennad,
Da zellet en-dro dac’h, sec’het ho taoulagad.
Aman, kichen ar be zammet a vokedou,
Du-ze, tost d'ar c’helc’h koat leun a gurunennou,
Tal ar marbr-se a doug gant lizerennou aour
Hano eur pinvidik, kousket er c’haëran laour,
Sellet ar beiou-ze ha na dougont henoaz,
Nemet spern an dilez ha drez hir an ankoaz.
Beiou… nan, ’met kentoc’h eur vontennig douar.
Houman, pilet gant troad eun tremener digar,
Hounnez kollet er yeot, ha pere marteze
N’o deus ket gwelet c’hoaz den stouet warneze ;
Rak aze zo o hun breudeur kez da Lazar,
Ankoueet adarre pa oant war an douar ;
Ne oa ket kalz a dud en o douaramant
Ha na deuas d’o c’hlask na kroaz aour nag arc’hant ;
Biskoaz n’eus bet skuilhet a zaerou war o be,
’Met gant an ivin glaz, da vintiniou miz maë…
Hag hirie, de o gouel, n’eus ket bet eur c’hristen
O tigas betek d’ê eur bod nag eur vleuen.
Mes hon mamm an Iliz, seul-vui trugarezus
Ma ’z eo he bugale poaniet ha gwall-eürus,
Hec’h-unan, an de-man, a bed evit digoll
An ineou paour-ze dilezet gant an holl ;