Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —


Mes en kreiz he glac’har, koulz ha ’n he levenez,
Bepred, ha dreist pep tra, e vezo kristenez.
Pa vo skanv ar vuhe : « Doue ra vo meulet ! »
Pa vo pounner ar groaz : « Ra vo meulet bepred ! »
— « Ma Doue, emezi, o me hen goar ervad,
Pez a digaset d’in ’zo ’vit ma brasan mad.
Ra vezo gant an holl enoret hoc’h Hano,
Ha karet da viken, en pep lec’h, en pep bro ! »

Evelse, digabestr, en sioulder he maeziou,
Hep bezan anveet trubuilh fall ar c’hêriou
E tremen he buhe. Pa deuy d’ei ar maro,
Evitan da dostât, tam ebet ne greno :
Rak goude bezan bet kement, ’pad he buhe,
Labouret ha poaniet, pedet noz ha beure,
E vezo digollet ; en hec’h eur diwezan,
Doue a frealzo krizder he zremenvan.
Pa laro kenavo he yeuzou morlivet,
’Vo gwelet war he drem liou an evurusted ;
Pa frailho kalonou he zud gant an enkrez,
Hec’h ine a nijo d’an Nenv, d’al levenez.
Eno, ’n eur mor a c’hloar, ’touez ar Zent, an Ele,
E vezo didrubuilh ’hed an eternite !