Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XII

dud oajet hag a dro penn ar yaouankiz gant sorc’hennou diboell ha, Doue oar, pegen noazus…

Eur bern tud a gwita ar vro bep bla, eun niver brasoc’h a zivroidi en em zistol warni evel eur wagen-vor, hag ar rederien baour-man n’o deus na spered-bro, na tiegez, na oaled abed ! Henvel int ouz sardon ha gwesped. Kollet gantê o spered-bro — diaze pep peuc’h ha pep evurusted — ne c’houllont mui kroui eur rusken ; ha nag e rafent, n’ouzon dare hag int a vefe gouest da boanial, enni, evel o c’henvroiz chomet doujus da rouden ar Re-Goz. Bezan int, siouaz d’ê, tud diwriennet, tud dianket. Dre-holl eman o bro, mes neblec’h ne gavont an oaled o deus kollet. Pebez gaou o deus groet outê o-unan, ma Doue, ha nag e karfemp laret d’ê, ken aliez de ma zav an heol, heol lintrus Breiz, a idem kenkoulz ezili ar bevien hag a ra ouz pep lochen eur palez a yec’hed hag a frankiz… Ya, nag e karfemp laret d’ê :


An oaled !… Gir tener, ne glever siouaz ken,
Gwir men-font al ligne ha distan an anken ;
Lec’h a frealz padus, tenzor an envoriou,
Minihy pep tiad pa deu ar glac’hariou.

An oaled !… Ar re goz, a rum da rum warni
O deus bet barlennet ha tommet pep hini ;
O bue, o skoueriou hag o marv a dud reiz.
Eo a zalc’has difank ar giziou mad en Breiz.

An oaled !… Daou bried, a vec’h c’hoaz unanet,
A diaze warni oc’h amzer da zonet ;
Endro d’ezi, bemnoz, eur pennad goude koan,
O c’halon a ziskwiz warlerc’h devez a boan…

An oaled !… Bugelig, kar anezi ervad,
Mar tigoue d’it, biken, evel eun emzivad,
Gonit da dam bara e-touez estren garo,
Ar sonj eus an oaled a denno d’it daero !