Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/121

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —



Ha hep sonjal ouspenn,
Job a sko war ar barr,
Pa glev a-us d’e benn
Hirvoudou a c’hlac’har ;

Klemmou an estig-noz,
O ouelan d’ar brankig
’Lec’h ma teue bemnoz,
Da ganan e zonig.

Dizeblant ha digar,
Jobig a sko bepred,
An estig war ar barr
A glemm ha ne dec’h ket.

D'ar beure, Mariannig
A zav prim ha laouen :
« Daoust hag-en ’n eus Jobig
Ankoueet ma baeen ?

« En he brankou uhel
Petra a gavin-me ?
Eur mouchouer godel
Pe eur bizou neve ? »

Ha buhan ar plac’hig,
An nor a zigoras…
O burzud ! he bodig
Zo kaeroc’h ’vit biskoaz.

Saeiennou o lufran
Touez an deliou neve,
Bleuen a neve-han,
Bleuen a garante.