Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/126

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —


Ar vam, goude bezan laret war he daoulin,
En enor da Vari, anjelus ar mintin,
Eur mousc’hoarz war he drem ’dosta ous ar c’havel,
En pehini breman e richan he bugel.
O pegen dudius da welet, 'n e neizig,
An êl-ze ken dinam, ken gwerc’h e galonig !…
E dal gwen 'vel lili, a vleo aour kurunet,
E vuzellou tener o c’hoarzin d'an Elet,
E zaoulagad digor, o kanan ’n e yezig
Ar rimaden dousan, ar gaeran pedennig…
O welet anezan, ken kaer, ken dudius,
Kalonig ar vam gez 'n he c’hreiz a drid eürus :
Ha gant eur garante birvidik ha tener,
’Tre he diouvrec’h gant joa, e stard he elig ker.
Neuze e tesk d’ean, gant soursi ha preder,
Juntan gant devosion e zornigou tener ;
Laret ha hadlaret ’ra d’ean, gant dudi,
An hanoiou santel a Jezus, a Vari ;
Hag o sevel d’an Nenv he zell an teneran,
En pehini e verv ar fians ar vrasan :
— « Mam Doue, emezi, Gwerc’hez glan ha dinam,
« Teurvezet, me ho ped, silaou pedenn eur vamm !…
« Dac’h hirie, o Mari, e westlan ma bugel ;
« Bezet da virviken e zouten, e skoazel !
« Evel ma tiwallec’h ho mabig ker, gwechall,
« Deut, ’n e vugaleach, ouz pep droug d’hen diwall !
« Epad e yaouankiz, renet gant madelez
« E gammejou distur, dre hent ar gwir furnez :
« En eur gir, grêt ma vo, pad e holl vuhegez,
« Gwir servijer ho Mab, hag hoc’h hini, Gwerc’hez. »