Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIV

a sklerijen ha karga e galon a levenez hag a zudi ; digant kement hini, en eur gir, a gemer plijadur o sellet ouz an dremwellou finvus evel an amzer, hag a ginnig, dre-ze, da zaoulagad ar Breizad, a-leiz a daolennou koant ha diskwizus…

Koulmig Arvor a zo eta evurus gant evurusted ar maeziou. Ne oar ket pegoulz e teuï an Ankou da droc’ha d’ei kerden he zelen aour ha d’he c’has, goude, dreist koumoul he meneou, d’al liorz dispar elec’h ma zav kâniou ar Varzed ha kantikou hon Zent koz evel eur môr a zudi etrezek trôn an Drinded. Mes ganet [eo] ha beva ra en eun ti bihan koant, koant, zavet en eun draouiennig kled elec’h na goue ket avel binimus an droug na korventenn ar gasoni. Eno eman he bue hag he gwellan pinvidigez ; petra a fell d’ei mui ha gant petra ouspenn e c’hallfe bezan trubuilhet !

Ker-Sioul ! Gwaskedet a bep tu, troet d’ar zav-heol, garlantezet a vleuniou, digemerus da zôr breizek, c’hoarzus da brenestrou gwer gant o ridochou gwenn, ar Goulmig a gân ennout noz-de, hag a lavar d’an holl pegen kevanus eo beva war douar Breiz-Izel, n’halle kavout neiz dereatoc’h !

Miret beo war an hevelep oaled an tân zakr c’houeet gant ar Gendadou, skoulma warni anellou ar chaden a unan ac’hanomp a rum-da-rum d’ar re o deus diazeet ha roet d’an tiegez eun hano, n’eo ket kenderc’hel eun tam labour ar C’hrouer e-unan, an eus teurvezet rei eun tiegez da bep den ? eur vro da bep tiegez hag eur bobl da bep bro ? An tiegez a zo d’an oaled evel ar frouez d’ar ween ; dispennet an oaled, tiegez abed, ha hep tiegez n’eus ket a vroadelez pe, mar d’eo gwell ganac’h, a spered-bro. Ar vro a zo groet gant tiegeziou, gant « familiou », ha nan gant tud. An den a zo dic’harp, diskoazel ;