Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/140

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —



Eun ezennig a neve amzer
A gane dispar en deliou,
Eun heol drant a ginnige seder
Mousc’hoarz e diwean bannou ;
Pegen dous e-touez ar bleuniou,
El liorz-man leun a gaerder — leun a gaerder,

Dont da chilaou sioulder ar maeziou
A gomz d'ar galon ken tener.

diou
wech


Peuc’h ar zerr-noz, elec’h levenez
A lede war ma hunvreou
Eur vorennig a dristidigez,
’Vel koumoulen skanv an oablou ;
Ma zell a bare, ankeniet,
War eur rozen liou dispar — O liou dispar !

He deliou flour hanter-bulluc’het
A gouee poanius d’an douar.

diou
wech


He c’houez dinerz, ’vel klemm eur c’hlanvour,
A gane sioulik d’am ine,
Eur c’hlemgan dous, truezus ha flour
Luskellerez a garante…
« O bugel, chilaou ma c’homjou
Ma mouez skuiz a c’houl tevel — a houl tevel ;

Hogen, c’hoant am eus, daoust d’am foaniou,
Rei d’it eun ali kent mervel.

diou
wech