Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An diou Vignonez
————
Da Varianig An Dû, Bonen.
WAR DON : Kaourantinig.



Kevanus eo gwelet anê,
Yaouank, seder, leun a vuhe,
O ren dre-holl o c’harante.

Evel diou c’hoar en em garont ;
N’eus forz pelec’h e valeont,
Gant levenez en em heuilhont.

War o sonjou, deut memes re,
War o c’halon, war o buhe,
’Man siel aour ar garante !

Abredig o deus ’n em choazet,
Ha da viken o deus touet
’Vijent, a galon, unanet.

Ken start eo al liamm etreze
M’o deus reit an eil d’egile
Eun dra bennak eus o ine :

’N em garout en peuc’h ha distur,
Ren o yaouankiz reiz ha fur,
Setu ’vite ar blijadur.

Gwelet ’vent stank, sul ha goueliou,
Dibreder, a dreus ar maeziou,
O vont, kevred, d’ar pardoniou.