Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —



Ar Vreiziz koz a lavare :
— Paourkez kemenerien ! —
Ne oa ket gouest nao aneze
Da dalvezout eun den.
Ar vrud fall-ze, gant an amzer,
’Zo tec’het eus Bro-Vreiz ;
Breman enor ar c’hemener
A zo dillac’h ’n hon c’hreiz :
Ha n’eus ket eur Breton
Muioc’h ter ha dispouron.

Breman, piou a c’hall laret c’hoaz
Ar vad a ra d’an holl ?
Ar zervij a rent ’zo ken bras
N’hallfomp ket hen digoll ;
Holl hon deus ezom aneza
Yaouank, koulz evel koz ;
Paour ha pinvidik, hetomp eta,
Gant ar gwellan bennoz,
Bue hirr ha seder,
Yec’hed da bep kemener !

Tud kalonek a Vreiz-Izel,
A boagn bemde, bemnoz,
Da rei ’n hon zouez eur renk uhel
D’ar gwiskamanchou koz ;
Barzed Arvor, klaskit an tu
Eus ar veskennerien,
En o c’hreiz e verv c’hoaz gwall dru
O diagentourien ;
Ya, en dud-ze ken reiz
Eman stard karante Breiz !