Fentus ’ve gwelet Fanchik
En goueliou Breiz,
Gant e liviten lost-pik,
Faoutet er c’hreiz ;
Eun tok ribot gwintet son
War e benn a bonsin ;
D’an dud fur, gwalc’h o c’halon,
E ro lec’h da c’hoarzin.
E vleo a ve klaouieret
Gant louzou c’houez ;
E varo a ve gwiet
Gant pep evez ;
Maneget e grabanou,
Eur walen war e viz,
Eur « cigare » en e c’henou,
Evel eur gwir vourc’hiz.
N'eus ket ezom da zonjal
’C’h eo gwir gristen ;
Ne c’houl ket, an eubeul fall,
Mestr na lezen ;
Yez e dud, ar brezoneg,
’Ra ruan an aotro ;
Distagan ’ra ar galleg,
’Vel eur piler pato…
Eun devez dreist d'ar re-all :
— Sell, ’me Fanchig,
Marteze ’c’h eo poent sonjal
Klask eur wregig ! —
War eur plac’h pinvidik bras,
Eur plac’h fur ha kristen,
Ar pôtr a deulas e choaz,
’Vit kerkent he goulen.