Son
Kinniget d’an Otro VALLÉE
'Vit Gouel e Gador
Ar 7 a Viz C’houevrer 1912
————
Pa n’hallan a vouez uhel,
Lavaret d’ac’h hirie,
En hano hon Breiz-Izel,
Bennoz ha trugare,
Eun dudi eo evidon,
Gant skoazel ma zelen,
Kinnig d’ac’h, a greiz kalon,
Ma gwellan gourc’hemenn.
Siouaz ! gwan eo ma mouezig,
Dister eo ma c’homjou,
Gant telen moug ar goulmig
Ne drid ket ar c’hoajou.
Plijet rei d’ê, koulskoude,
Eun degemer gwirion ;
Karget int a drugare
Ha deut eus ar galon.
Mes komjou, en gwirione,
Petra int nemet roz,
C’houez vat gante d’ar beure
Ha goenvet ’rôk an noz ?
|