Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIX

c’havel, ha houman eo gwasan gwalen e vir an aotro Doue d’ar poblou a nac’h o histor hag a dro o c’hein d’o galvedigez.

C’hoaz eur wech, hag ec’h achuan, a-benn karout eur vro evel m’eo dleet, e fell anavezout anei ervad, hag a-benn anavezout anei ervad e fell genel enni, beva enni ha kavout enni gwriziou dôn. Hag e tizroan a-neve war bez a laran uheloc’h d’ar c’henvreur zouezet a c’houll diganin ma sonj diwar-benn oberourez Mouez Meneou Kerne. Filomena Cadoret a zo eur Goulmig a Vreiz-Izel. Evel ma tenn ar blanten he bevanz eus an douar elec’h m’eo diwanet, evel ma teul hep ehan ar vleuen c’houez vad en dro d’ei, evelse hon C'houlmig, a gân, hep poan, ar pez a wel, ar pez a gar, ar pez a c’houzanv ; hag a gempenn en eur zôn, a zastum en eun diskân, peadra da lakât, goude Kerne, Breiz a bez da dridal !

Ya, Mouez Meneou Kerne a vo da hep gwir Vreizad, da gement hini n’an eus ket nac’het e vro, eun horzennig, eur garlantez a vleuniou hanv, a strink en dro d’ê, gant karante ar vro, gant furnez ar giziou koz, douster eun nosvez-vae pa zav c’houez ar spern-gwenn dreist ar girzier ha pa deu an deliou, c’hoaz o tifluka, da greski donder ar c’hoad ha da garga anezan, enpad ma kân an eostig-noz, a hunvreou alaouret, hunvreou a blij kement d’ar Varzed…

Na petra laret breman diwar benn pep bleuennig ? Aman ma fluen a garfe kerzet ha skriva el lizerennou skedus hano kement perlezen a welan kuzet el levr ; mes eun dra bennak a lavar d’in goustadik : — « Pec’het eo ober ze ; lez kentoc’h pep hini da laret a greiz-holl, zebezet : Ma, sell ’ta, ar sonj-ze am oa ive… Ya, ya, ze zo bet digouezet ganin, mes biken n’am bije