Hon diouvrec’h a zo c’hoaz dinerz :
Da stourm evit hon Breiz ;
Mes he c’harante a zo serz
Ha birvidik ’n hon c’hreiz ;
Hag eun de, mibien dister
Breuriez ar Brezoneg
A rey d’Arvor soudarded ter
Ha Barzed kalonek.
Spered Bro-C’hall, he gwall-skoueriou,
’Vel eur barr-avel foll,
A drubuilh peuc’h hon c’halonou,
A glask hon c’has da goll ;
Daoust d’an avel ha d’ar bed,
Ni ’gerzo ’vit ar Gwir,
War hon diskoa pennou kaled,
’N hon c’hreiz kalonou dir.
Hon galvedigez ’ zo uhel,
Dispar eo hon mennoz :
Miret gwerc’h an here zantel
A hadas hon zent koz ;
Hon youl a vo didrec’hus,
Ha ter mouez hon zelen :
Herminig Breiz ha kroaz Jezuz
Hon reno da viken !