Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XX

gallet en displega !… — ha plijadur pep unan, evel ouzout, a vo neuze brasoc’h, rak e spered na vezo ket sparlet gant eur varnedigez estren… »

Hag em eus zentet… Laret a rin koulskoude — Oh ! hep digerri al levr, ma chomo ar boulc’h kentan anezan gant e rakprenerien niverus — ez eus en Mouez Meneou Kerne zoniou, gwerziou ha barzonegou eus an dibab. Kavet e ve ennê ar pez a glasker dalc’hmad : bue a-leiz, spered lem, mennoziou uhel, teneridigez, freskadurez hag ive — herve an danve — eun dristidigez vreizek, tristidigez a frailh ar galon en eur zevel anei uheloc’h c’hoaz etrezek ar spi, tra ma koue warni, en giz eul louzou mad, glizen ar frealzidigez.

Kenvroïz ker, c’hoant ho peus da gavout plijadur, c’hoant ho peus da gavout levenez, c’hoant ho peus d’ankouas pe da zistan ho poaniou, c’hoant ho peus da garout welloc’h ho Pro ha da gavout nerz da lakat karout ha meuli anei dre-holl ? Kemeret neuze levr dispar ho kenvroadez, Filomena Cadoret, chilaouit ennan Mouez Meneou Kerne, hag e klevfet, war an dro, ar flouran kân a zavas biskoaz eus traouiennou an Argoad, kân dudius Koulmig Arvor !


AR YEODET - BOCHER.
Kerbernez, gouel zant Servez 1912.
————