Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/25

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kaerder Breiz-Izel
————
war don : J’aime surtout ma Bretagne.


O pegen kaer out, ma Breiz-Izel,
Gant da zaonennou gwaskedet ;
Gant da veneou soun hag uhel
Karget a reier morgousket !

Diskan :

O Breiz-Izel, o bro dudius,
Te a zo kaer, te zo dispar !
Ennout e ver bepred evurus ;
O ma Breiz-Izel, me da gar.

Kaer eo klevet, ’barz da vrouskoajou,
Al lapoused o kanan flour,
Hag o sevel eus da draouiennou
Hiboud sklintin ar wazig dour.

Kaer eo gwelet, gant gliz an noziou,
’Touez da c’hlazennou, bleun lirzin,
O lintra evel perlezennou,
Dindan bannou heol ar mintin.

Kaer eo en noz, ’us d’it o lintran,
En bolz an nenv, loar ha stered,
Henvel ouz sellou an teneran
O tiwall da hun, Breiz karet.