Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —



Eur zerr-noz a nevez-amzer a gouee sioul ha dispar ;
En disheol eun derven uhel ec’h azeïs dilavar…
Ma c’halon a oa trubuilhet, pa deuas eun hunvre kaer
Da ledan war ma foan-spered eur voren leun a zousder.

Gwelet a ren ma Breiz-Izel digabestr ha dishual,
Adkavet ganti ar frankiz da ’n em ren evel gwechall ;
Mammenn a beuc’h, a fe gristen, mirerez pep tra uhel,
He brud en pevar c’horn ar bed a nije war an avel.

Ar Vretoned, ’vel o zud koz, a oa tud a lealded,
Tud dispont ha tud a galon, ’n o c’hredenn pennou kalet ;
Mennoziou dispar ha santel a rene ’n o c’halonou,
Hag ar gwir war ar gaou hudur a drec’he en o sperejou.

Breiziz a gare o Mam-Vro hag, e-kreiz peuc’h he maeziou,
E tremene drant o buhe ’touez lapoused ha bleuniou ;
N’anveent ket ar fallente, n’ouveent fall-galoni ;
Bevan ’raent en eur labourat ha mervel en eur bedi !

Ar furnez hag ar garante, tenzoriou ar Yaouankiz,
A re d’ei miret gant doujans fealded hag onestiz ;
An dud koz a oa enoret, ha furnez o c’henteliou
A sturie o mibien sentus da gerzet en o roudou.

Urz a oa en tiegeziou ; breudeuriez, karante,
’Tre an holl, paour ha pinvidik, ’n hon bro gristen a rene ;
War bep mene, en pep traouien, e lintre Kroaz Hon Zalver,
En-dro d’ei noz-de tud stouet, oc’h azeuli o C’hrouer.

Gant he drem leun a vadelez ’ welen ar Werc’hez santel
’N eur goumoulen gaer o paran ’us da zouar Breiz-Izel ;
Santez Anna hag hon zent koz, bodet holl en he c’hichen,
A lenne d’ei hon oberou hag he fede d’hon difenn.