Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —



Hag hepdale, e kemeris (diou wech)
Penn an hent a gas da Bariz.
Pell a goat Breiz, maluron,
’C’h en da vale.

’Vel ma kerzen gant an hent bras, (diou wech)
Eur vouez em c’halon a laras :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…

Dihunet gant ar c’homjou-ze, (diou wech)
Pep tra d’in a lavar neuze :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…

An ezennig o c’houibanât (diou wech)
A lar da zeliou glas ar c’hoat :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…

Gwazig ar prad, en eur dremen, (diou wech)
A gan tener en he feden :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…

Hag eun durzunel da ziskenn (diou wech)
Da ganan klemmus em c’hichen :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale.

« — Plac’hig yaouank a Vreiz-Izel (diou wech)
Perak kuitât bro da gavel ?
En koajou Breiz, maluron,
Chom da vale.