Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —



« Me, eme an estig, eo krouadur Doue,
Deut euz e berz d’az kentelian hirie.

Perag eta, plac’hig, biskoaz n’az poa sonjet
Kaerat e ’r vro out bet enni ganet ?

D’am daoulagad n’eus bro a ve dudiusoc’h,
Na d’ar galon n’eus karantezusoc’h.

An heol a bar skedus ’us da Vreiz venniget ;
Al lann, ar c’hoad gantan ’zo alaouret.

Ar chapel er brouskoad, ar c’halvar ’lein ar roz
’ Zo testeni euz a fe da dud koz.

Tro-war-dro ar mor bras gant e drouz a luskel.
A rumm da rumm, pennou-heurt Breiz-Izel !

Neuze eo dous, plac’hig, bevan fur, mat ha reiz,
Genel, bevan, mervel war douar Breiz !

Evel da gendadou, kav gwell ganit mervel
’Vit nac’h Doue ha da vro Breiz-Izel !

Ped Doue ma chomo dispak ’vel diagent,
Baniel ar fe en hon Breiz, Bro ar Zent. »

An evn a vouskan c’hoaz ; kuitet ’n eus e vrankig ;
Em c’halon ’ klevan bepred e zonig.

Me a distro d’ar gêr o sonjal ’n e gentel ;
Hirie, d’am zro, me ’lar da Vreiz-Izel :

« Breiz ! Breiz ! pa ’c’h out eur vro ken kaer,
Me a vezo karantek ’n ez kenver,
Breiz ! daoust d’an dud dizoue,
Me ’vo da vugel ’ hed ma holl vuhe. »