Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


Triouec’h vla oa Monig,
Lou re di ra di ra la li re di,
Triouec’h vla oa Monig,
Pa c’houneas Yannig. (diou wech)
O, o !
Pa c’houneas Yannig.

Eun devez o foennat,
Lou re di ra di ra la li re di,
Eun devez o foennat,
E prajeier he zad, (diou wech)
O, o !
E prajeier he zad.

Bep tôl forc’h ha rastell,
Lou re di ra di ra la li re di,
Bep tôl forc’h ha rastell,
Outi e rên eur zell, (diou wech)
O, o !
Outi e rên eur zell…

He stumm ken deread,
Lou re di ra di ra la li re di,
He stumm ken deread,
Am skoas evit mad, (diou wech)
O, o !
Am skoas evit mad.

Eur pennadig goude,
Lou re di ra di ra la li re di,
Eur pennadig goude,
’N eur pardon a Gerne, (diou wech)
O, o !
’N eur pardon a Gerne,