Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


E prenis d’am dousig,
Lou re di ra di ra la li re di,
E prenis d’am dousig,
Eur bizou herminig, (diou wech)
O, o !
Eur bizou herminig.

Prometet em eus d’ei,
Lou re di ra di ra la li re di,
Prometet em eus d’ei,
Gwalenni he biz klei, (diou wech)
O, o !
Gwalenni he biz klei.

Pa gano, gant miz mae,
Lou re di ra di ra la li re di,
Pa gano, gant miz mae,
Skrilh ar brug en Kerne, (diou wech)
O, o !
Skrilh ar brug en Kerne,

Pa gano ar voualc’hig,
Lou re di ra di ra la li re di,
Pa gano ar voualc’hig,
En uhellan brankig, (diou wech)
O, o !
En uhellan brankig,

Traouienn ha meneio,
Lou re di ra di ra la li re di,
Traouienn ha meneio
Seder a dregerno, (diou wech)
O, o !
Seder a dregerno !