Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


Gant ar biniou laouen,
Lou re di ra di ra la li re di,
Gant ar biniou laouen
Hag ar glarineten, (diou wech)
O, o !
Hag ar glarineten.

O zon a lavaro,
Lou re di ra di ra la li re di,
O zon a lavaro
Da dud yaouank ma bro, (diou wech)
O, o !
Da dud yaouank ma bro :

Deut holl ha deut timad,
Lou re di ra di ra la li re di,
Deut holl ha deut timad
D’eun eured kernevad ! (diou wech)
O, o !
D’eun eured kernevad !

Evit ho tigemer,
Lou re di ra di ra la li re di,
Evit ho tigemer,
Jistr zo war al leur-ger, (diou wech)
O, o !
Jistr zo war al leur-ger ;

Kaniri ha koroll,
Lou re di ra di ra la li re di,
Kaniri ha koroll,
Plijadur ’vit an holl, (diou wech)
O, o !
Plijadur ’vit an holl !