Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —
Breman ’n he skeud, dindan an derven,
Ma spered skanv ha dishual,
Ezen flour war ma drem o tremen,
Me blich d’in chom da hunvreal ;
Em sonjou kollet,
Ma c’halon leuniet
Dirak kaerder dispar ma neizig,
Laouen oll e trid ma ine,
Hag evurus war ma zelennig
Kanan d’ezan ma c’harante !
O lec’h dispar, ken lïez pleustret
Ha ken karet gant ma zud-koz !
O ti bihan en deus gwaskedet
O buhe bemde ha bemnoz !
Te ’garg ma c’halon
A zouster gwirion…
Ennout, e kreiz ma bro Breiz-Izel,
Pell diouz trouz ha nec’hamant,
’Karfen ive chom beteg mervel,
Tostik d’iliz ma Badeiant !!!
Ker-Sioul, d’ar 7 a viz C’houevrer 1911.