Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/51

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Son Eured evit ar Plac’h Enor
————
war don : La chanson de la mariée.


Endro d’in ne welan nemet joa hag eürusted,
Pep tra a zo en gouel, ’vit ho meuli, daou bried :
Pa ’z on ho plac’h enor, me ivez, gant dudi,
A fell d’in en de-man kanan ho meulodi.

Bezan ganac’h choazet d’ho ren, en de hoc’h eured,
’Zo ’vidon, gwreg yaouank, enorus ha kaer meurbed,
Trugare dac’h eta, rak kement-se ive
’Zo d’in ar merk gwellan dimeus ho karante.

En-pad ho yaouankiz, nag a bennad levenez,
An eil gant egile hon deus bet, ma mignonez ;
An hevelep sonjou, dizeblant, a vleunie
’N hon c’halonou skoulmet gant eur wir garante.

O vale, dibreder, dre hon maeziou dudius,
’Ped gwech ho mouez tener a gomzas d’in evurus
Eus ar garante vras a c’houzanvec’h bepred
’Vit an hini ’zo deut da vezan ho pried.

Hirie eo deut da wir hunvre kaer ho puhegez ;
Bezet eta seder, bezet leun a levenez ;
’Vit biken unanet d’eur mignon ar gwellan,
’N eun hunvre a zudi c’houi ’vevo er bed-man.

Evidoc’h, gwaz yaouank, an de-man a zo ive
Eun de kaer ha santel, leun a joa, a garante ;
War ho trem e lenner al levenez gwirion,
An eürusted dispar a verv en ho kalon.