Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


War gern ar meneou,
Ma c’houefig gwen,
Gant ma denvedigou,
Ma c’houefig gwen,
Nag a bennad eürusted
’M eus bet, etouez ar brug alaouret,
O kanan ma Breiz karet
Ha ma c’houef gwen.

Epad ma yaouankiz,
Ma c’houefig gwen,
Gant enor e talc’his
D’am c’houefig gwen,
Ped gwech em eus baleet
A Gerne ar pardoniou brudet,
Gant ma brozig marellet
Ha ma c’houef gwen.

War ma hent, eun devez,
Ma c’houefig gwen,
— O dousât levenez !
Ma c’houefig gwen,
Me a gavas eur mignon,
Eun den reiz, eur Breizad a galon,
Hag a gare eveldon
Ar c’houefig gwen.

D’in-me, gant karante,
Ma c’houefig gwen,
’Lïes e lavare,
Ma c’houefig gwen :
« Abaoue pell-zo, mignonez,
« Em eus da choazet, dre ma tougez,
« En stum eur wir Vreizadez,
« Da gouefig gwen. »