Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —
Itron ar Porjou vinniget
Lïez c’hoaz en hoc’h iliz
Ho pedfomp, Patronez karet ;
Klevet peden Boneniz.
Plijet digas war hon maeziou
Gliz hag heol tom d’ar mare ;
Mes dreist-oll en hon ineou
Digaset grasou Doue.
Miret bepred da ren ’n hon zouez
An urz vad, ar garante ;
Gret ma vo en pep tiegez
Ho mab Jezuz gwir Roue.
Pet sonj ive, Mam a drue,
Eus hon c’herent tremenet :
Da baean o dle da Zoue
An Anaon kez sikouret !…
Hent ar vuhez a zo risklus,
Karget a skoueriou diroll :
Astennet ho torn galloudus
’Vit ma n’efomp ket da goll !
Ha pa digoueo an termen
Da gwitat hon zrubuilhou,
Grit ma ’c’h imp ganac’h da viken,
Gwir Borjourez an Nenvou !
- Imprimatur :
- Brioci, die 27 Augusti 1909.
- Y. M. Le Pennec,
- Vic. gén.
- Y. M. Le Pennec,