Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —
Grêt din adbevan, eur pennad,
Ho karante hag ho c’hwez vad.
Deut gant gened, joa, kaniri,
Mignonezed, c’hoarz ha dudi…
Lec’hiou dispar, traouiennou frank,
’Lec’h em eus hunvreet ken stank,
O silaou an evned seder
Hag o kutuilh bleuniou tener.
Koulmig, dinec’h ha dizoursi,
Kanan ’oa ma brasan dudi.
Luskellet gant zon dereat,
Dudius e ve labourat.
Bep sul, d’an hanv, d’ar pardoniou,
Bep noz gouanv, d’an neadegou.
Buhe evruz, deveziou kaer,
Tec’het oc’h dirak an Amzer !
Tarnijet oc’h ’vel eun hunvre :
Hoc’h envor eo heol ma buhe.
Kreiz ma zrubuilh, ma melkoni,
Me ’gan evit ’n em frealzi.