Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —



PIERIG

Ma c’halon n’eo ket treitourez,
Fransoazig, o Fransoazig !
Ma c’halon n’eo ket treitourez ;
Leun eo a deneridigez.

FRANSOAZIG

Ma vefen sur ez oc’h gwirion,
Pierig, o Pierig !
Ma vefen sur ez oc’h gwirion,
D’ac’h, hep distro, ’ve ma c’halon.

PIERIG

Gwasan komzou a larin-me,
Fransoazig, o Fransoazig !
Gwasan komzou a larin-me
E vo « ma dous », « ma c’harante ».


Dimezet int hag eureujet,
Fransoazig ha Pierig
Dimezet int hag eureujet,
’Kreiz levenez hag evrusted.

’Benn eur pennadig goude-ze,
Fransoazig, o Fransoazig !
’Benn eur pennadig goude-ze,
Kenavo peuc’h ha karante !

Ankouaet eo ar c’homjou flour,
Fransoazig, o Fransoazig !
Ankouaet eo ar c’homjou flour :
Ar promesaou ’ zo treitour.