Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —



An ôteriou, ken stank, gwestlet dac’h, o Mari,
A c’holoer gant fe a roz hag a lili,
Rak bleuniou fresk ha skler, gant c’houez-vad ha glanded,
Eo an dra muian din da ginnig d’ho Kwerc’hded.

Hogen, pelec’h kavet bleuniou dereatoc’h,
Pelec’h kavet boked dudius ha glannoc’h
’Vit ar bleun buhezeg, ’vit an êledigou,
O deus bet gant Jezus c’houez melus an Nenvou ?

Mari, setu aze boked leun a c’hliz
A ro d’ac’h hon farrouz, ar bla-man, ’vit ho miz ;
Plijet hen degemer ; gret ma karfomp bepred
’Pez a ra e gaerder : an douster, ar glanded !

Bonen, ar 4 a viz Mae 1911.