Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —



Eur miliner koant, hebdale
A c’honezas ma c’harante.

Eur meliner koant, gwir Vreizad,
Eur c’hristen reiz, eur poanier mad.

Ped gwech, dindan ar c’helve glas,
E vouez tener d’in a laras :

« Er vilin-man, ma dousig koant,
Ni a vevo heb nec’hamant ».

Hag eun devez amzer-neve
’Voe siellet hon c’harante.

Siouaz, ma joa, ma eürusted
A dec’has prim ’vel al luc’hed !

Maro bugale ha pried,
Ma-unan ec’h on, dilezet !

Ar vilin, neiz a levenez,
’Zo repu ma zristidigez.

Degouet eo kuz-heol ma deiou,
Têul ’ ra e zivezan bannou.

Sioul, e c’hortozan ar zerr-noz,
’Chileo tik-tak ma milin goz.