Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —


Teurvezet, o Mam vad, skuilh ho kwellan bennoz
War hon maeziou karet, war douar hon zud koz ;
Renet en pep kalon hag en pep tiegez,
Gret ma chomo ’n hon zouez an urz vad, ar furnez.

En hon amzer, siouaz, Satan hag e vanden
A zo gwall-fuloret eneb ar gristenien,
Dinerz ez omp meurbed, spontus eo ar brezel,
Aon hon deus da zemplan, Mari… skoazel ! skoazel !

Diwallet, ni ho ped, hon bugale vihan,
En kreiz ar bed fallakr, ken dinerz ha ken gwan ;
En plegiou ho mantel kuzet-ê noz ha de,
Ha, daoust d’ar skoueriou fall, miret-ê da Zoue.

Itron-Varia Gaoudin ! O Hano an dousan
’N hon genou ken lies epad ar vuhe-man… !
Teurvezet ma vezo, gant hano kaer Jezuz,
Hon giriou divezan, O Mam garantezus !

Neuze, pa vo red d’imp kuitât an draounien-man,
Gret ma teuy hon c’horf paour aman da ziskuizan,
En disheol ho chapel, en bered hon zud koz,
Ha douget hon ine ganac’h d’ar Baradoz.


Imprimatur :

Brioci, die 15 Aprilis 1910.

Y.-M. Le Pennec,
Vic. gén.