Pajenn:Cadoret - Tolen Eured - Arvorig,1914.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —



4.

Eun dek pe daouzek ahendall,
War ar rubaniou o poanial ;
Hag erfin mab ar c’hemener
Bet eilpennet war al leur-gêr…

5.

Setu breman ar c’harr eured
Livet en fresk ha rubaniet ;
An dud enor, ar zonerien,
Ha gante ar c’houlennerien

6.

Ar meliner koz en eun tu,
Gant baz valan ha lêrou ru,
Hag ar meliner[sic] en tu all
Prest da ganan ha da zansal.

7.

O c’harg, betek varc’hoaz vintin,
Eo lakat an dud da c’hoarzin,
Ober jolori hag ardou,
Pa vo « dro-zans an askorniou. »

8.

Nag a c’hrizilhen o tintal
Ha nag a girri o ruilhal !
An nec’hamant hag ar vizer
A zo ankoueet ’barz ar gêr.

9.

O pegen loc’hus ar Breizad
Gant e « charban » hag eur jo mad
War henchou e vro o vale,
Dishual evel eur roue !

10.

Bombard, biniou, c’hoarz ha dudi
Ha gwiskamanchou o skedi :
Ma c’halon a drid ’barz ma c’hreiz
Dirak tolen eured a Vreiz !

Koulmig Arvor