Pajenn:Cadoret - Trouz ar meziou - Arvorig,1913.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —



7

Da viz est e klever adarre,
Pa lintr an heol bervus d’an nec’h :
Frek, frek, lan la di ra di ra la lire,
Ar falc’h o vont dre an ed sec’h,

8

Ha d’ar goz-amzer, koulz an here,
Chilaouet er park, el lanneg :
Hop hei ! lan la di ra di ra la lire,
Pôtr an alar hag e gezek.

9

Dek eur a zon, setu koulz meren,
Me a glev ar vatez vihan :
« O hê, pôtred, di ra di ra la lire,
Deut eo ar youd diwar an tan ! »

10

Ha d’an eil gwech, ar wazed laouen
A lez eun « ho » drant ha nerzus :
Oh ! you hou hou ! di ra di ra la lire…
Jistr ha youd kerc’h zo boued yac’hus.

11

Hag evelse, tro pad an devez.
Pa voug an heol ha pa lugern :
Gê gê lan la di ra di ra la lire,
Ar mêz a drid hag a dregern.

12

Pep hini a boagn, gant levenez,
Ken ma teu tô1iou ar c’hlaz noz,
Daon… daon… lan la dira di ra la lire,
Da c’hourc’hemen mont da repoz.


KOULMIG-ARVOR.