Pajenn:Cadoret - Yan ar burzudou, 1912.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Yan ar Burzudou
(Eil pennad)
————


— « Itron Varia Porjou, eme Gatell ’n eur juntan he daouarn, petra lavaret, aotrou paour ! Yann mont da laerez ho taou borc’hel ! Biken avat ! Gwell eo d’imp mervel gant an naon. »

— « Ba, ba ! Katell, me oar ervat pesort hinkin eo Yann ar c’hemener. Hennez ne laro ket eveldoc’h. N’ankouaet ket kemenn d’ezan ma gourc’hemennou. »

— « Me a zento ouzoc’h, aotrou ; met sur oun, hen ne ray ket. »

— « Gwelet e vo, eme an aotrou en eur vont kuit ; chans vat d’ec’h gant ma bleud da c’hortoz. »

Pa digoueas he den er gêr, Katell a hastas displega d’ezan diotachou an aotrou.

— « Ha petra ac’h eus respontet d’ezan, eme Yann. »

— « Fe ! laret d’ezan, sur, em bije displeget e zonj d’ec’h, nemet e oan sur n’ho pije ket sentet outan. »

— « E oac’h sur a ze, Katell ! Ma, me ’lavar d’ec’h ez oun sur eus ar c’hontrol. »

— « Petra, Yann ? Mont a refet da laerez moc’h an aotrou c’hoaz ! Ret eo lavaret evelkent hoc’h eus c’hoant d’achui ho teiou er prizon. »

— « Fe ! gwelet e vo, eme Yann. Kig a zo ezom gant ar bara ! »

Kaer he devoa bet Katell huanadi, ne deuas ket a-benn da drei e zonj d’he den. Heman a oa pennek evel eur beulz.

Digoueet an noz, e tapas e benn-baz, e gordenn, hag hen etrezek ar c’hastell.

Pa oa arru an aotrou er ger, e oa aet ez-eün da gavet e vevelien.

— « Arsa, pôtred, emean, fenoz e kredan ho pezo eun abadenn c’hoarzin a galon. laret em eus da Gatell goz kemenn d’ar c’hemener dont henoz da laerez ma daou borc’hell. Mar gallje o zapout e vijent d’ezan. An hini goz a lavare d’in na deufe ket ; met me ’anav Yann. Sur oun ne vanko ket ! Dre-ze, kemeret pep a benn-baz, ha dindan an noz, en em guzet en-dro d’ar c’hraou-moc’h. Kuit da ober re a zroug d’ezan, roet d’ezan eun tamm lip, kement ha ’n em didui gantan. Me a baeo mat an dra-ze d’ean goude. »

An daou vevel, ha na glaskent ket gwell eget kemer plijadur diwar goust ar paour kez kemener, a zentas gant pres ouz gourc’hemennou o mestr.

’Benn zerr-noz e oant war-dro ar c’hraou, hast gante gwelet Yann o tegoueout. Mes kaer gortoz, kaer gedal, Yann ebet ne dostae.

— « Arsa, Paol, eme Jakez, ’meus aon ne deuio ket ar c’hemener kurun-ze, hag e-lec’h tapout anezan, eo ni a zo tapet da besk-ebrel gant an aotrou. »

— « Ne gredan ket en dije graet an taol-ze d’imp, eme Baol. Me ’zonj e tigoueo ar c’hemener ; nemet marteze e c’hallo bezan diwezat, hag eveldout ez oun krog da skuizan aman. N’eo ket tener an amzer fenoz, malac’htu ! »

— « Laret hardi eman garo, eme egile. Petra a refomp-ni ’ta ? Mar tennfemp eun ard bennak da dapout ar c’hemener hep chom aman da skornan. »

— « Ne glaskan ket gwell, eme Baol, mes penôs e refomp ? »

— « Sell aman ma zonj. Gouveout a rez penôs, ’benn dont aman gant loened pe kirri, re Lann-Foenn a deu bepred dre Lann-al-Lutun, hag eo ret d’ê, ’benn digoueout er porz, treuzi ar parkad banal a zo aze. ’C’hanta, mar skoulmfemp ar banal ’dreuz an hent-karr, Yann, ha ne zonjo netra, o vean deut dre ar wennojenn tro ar park, a gemero an hent-karr gant an daou borc’hell. Pan arrufont gant ar banal skoulmet ar moc’h a skroejo. Klevet a refomp anê, hag evel-se e tapfemp al laer, kuit a chom aman da vervel gant ar riou. »

— « Gwir a larez, pôtr, eme egile ; te ’zo eun den a spered. N’am bije biken kavet eur zonj ken ijinus. Prim d’ar banal eta ! Goude e refomp eur barti kartou da c’hortoz ar barti bac’hadou. »

Hag an daou bôtr da dec’hel en eur sklokal.

Yann, kuzet ’drek ar c’hleun, en devoa klevet ar gôz war he hed.

— « Ya, ya, kanfarded, emean ; mat ha mat sur eo evel-se. Skoulmet aze, me ’zo o vont da skoulma aman. »

Hag hen da gordenni ar moc’h, ha gante ’trezek Lann-Foenn dre eun hent hiroc’h marteze, nemet ne gavas warnan den d’e drubuilhi.

E-keit-se, an daou bôtr a boanie hag a skoulme ken na divere an dour dioute.

P’o devoe fin, e tistrojont da welet ar moc’h a-raok mont d’ar c’hartou. Siouaz ! pa digouejont, pebez estlamm ! Ar c’hraou a oa eno, mes ne oa porc’hell ebet ennan.

— « Kemener ar foeltr ! Laer an diaoul ! Boued ar groug ! » Ne oa hano ebet dereat a-walc’h da rei d’ar paour kez Yann, mes kaer o devoa kornal, an taol a oa graet ha graet lip !

— « Gwasat tôl evelkent ! eme Jakez. Ni, karget d’hen evesaat ha lezel anean da baka ac’hanomp a greiz hon ratoz kaer ! Devi a ran gant ar vez ru ! Mar ’c’h ajemp war e lerc’h, Paol ? »

— « Poan gollet e vefe d’imp, ma fôtr kez, eme heman. ’Benn breman Yann hag e voc’h a zo klozet mat ha ne rafemp nemet gwerzan hon loueou welloc’h pe welloc’h marc’had. »

— « Marc’had-mat a-walc’h hon deus roet anê evel-se, malac’h-toupen ! Mes gwir a larez, Paol gêz, red eo d’imp mont da gousket, pe da esat ober da vihana, rak, evidon-me bepred, me ne gouskin ket re, zur a-walc’h. »

Antronoz, pe glevas an aotrou ober kont eus tro fin ar c’hemener, e tirollas da c’hoarzin.

— « Laret em oa d’ac’h, emean, diwall da vean paket gant Yann. Ar gemenerien a zo tud fin, mes n’eus droug ebet ha ne zervij d’eur vad bennak. Eun tamm kentel e vo an dra-ze d’ac’h, pôtred kez. »

Hag hen, en eur c’hoarzin bepred, ha kemeret hent Lann-Foenn evit gwelet penôs e oa kont gant Yann hag e daou borc’hell.

E-keit-se, heman, savet ’rôk an de, en devoa lazet e voc’h. E oa dres o vont da skourran anê ouz lein al loch, pa welas a-bell an aotrou o tostaat. Lezel a reas anê war an daol.

— « Katell, emean, arru eo an aotrou. »

— « Arru eo, eme Katell ! Ma, Yann, kerz prim da guzat er c’houfr aze ha lez ac’hanoun d’ober ma zonj. N’arruo ket ganin ar wech-man evel gant tro ma seiz lur. Gwelet a ri ! »

Yann a zentas hep gouzout petra a oa e sonj Katell, met houman, ken prim ha laret, he devoa goloet ar moc’h gant eul linsel wenn, laket ouz o zroad eur plad dour benniget hag eur bod beuz, ha hi war he daoulin ouz troad an daol, he fenn ganti etre he daouarn. Just ec’h arrue an aotrou en ti.

— « Foutre, Katell, emean, petra ’zo a neve ? »

— « Aotrou paour, eme houman dre douez he daerou, n’ho peus ket klevet eta ? Yann a zo maro dec’h da zerr-noz. O ma Doue ! rivinet ha mantret oun ! » Ha hi da ouelan adarre.

— « Foutre, eme an aotrou, en eur daol dour benniget war al linsel hag o taoulinan ouz troad an dôl da laret eur bedenn gant e daou borc’hell.

Pa ’n devoe fin e savas en eur laret :

— « Arsa, Katell, souezet oun gant an taol-man, rak bet e oa dec’h da noz o laerez ma daou borc’hell. »

— « O laerez ho taou borc’hell, aotrou ! Ne oa ket, ma Doue avat ; ’benn ar c’houlz-se ma Yann kez ne oa ket sonj ar moc’h gantan. Doue d’hen pardono ! »

— « Ne vern ket, eme an aotrou, an taol a zo graet ha p’am oa aotreet hen ober, n’em eus gir da laret. Mes n’eo ket a-walc’h ! Mar deu beo war e giz, laret d’ezan dont c’hoaz da laerez d’in daou varc’h, daou a gezeg flour ha kaer, sort a zo nebeut er vro-man. Laret d’ezan diwall avat, rak ma daou vevel a zo gwall gounnaret outan, hag a vo oc’h evesaat fenoz gant bep a fuzul. »

— « Chezuz, aotrou, evelkent ! pesort komzou a laret !! Dont beo war e giz ! Me ’garfe a-walc’h, ma Doue ! Mes, na pa deufe, n’eo ket prest dont da laerez ho kezeg. »

— « A fe, laret d’ezan ma zonj en dro-man c’hoaz bepred ; hen a ray e hini goude. »

— « Me laro d’ezan, mar deu beo, aotrou paour ; met ne deuy ket, ma Doue. Red eo d’in beza zod ! » — Ha Katell da hirvoudi mui-ouz-mui.

War gement-se, an aotrou a dec’has. Kerkent, Yann a lampas eus e goufr ; ken laouen e oa ma krogas e brec’h Katell, hag e stlejas anezi, en desped d’ezi, d’ober eun dro-zans dre al loch.

— « Yann, Yann, zod oc’h pe foll, » eme ar paour kez Katell, berr warni hag o stourm ouz Yann par ma c’halle.

— « Me gred a-walc’h sur, Katellin, ec’h an da zodan gant ar joa hag ar madou. Petra ’zo arru gant an aotrou bleup-ze ? Red eo laret en deus c’hoant da rei e blas d’in ha da gemer ma hini. »

— « Penôs ! Mont a refet da laerez ar c’hezeg c’hoaz eta, Yann ? laret en deus koulskoude e vije bep a fuzul gant e vevelien. »

— « Nag e vefe bep a diou gantê, ma hini goz, me ’ra fent a-walc’h eus baboujen evel-se. Lezet-ê war ma c’hont ha bezet dinec’h. Me a ouezo lakaat ar re-ze da skoulman banal c’hoaz an dro-man. »

’Benn an noz eta, e oa Yann adarre war-dro ar c’hastell o klask e du war ar c’hezeg.

Ar vevelien a oa dihun ive, e c’hallet kredi.

— « An dro-man ’vat, eme Jakez, lezet-han hardi. Kaer en deus bezan louarn, ne deuy ket a-benn euz e daol, sur. »

— « Fe d’am daoula ! Ya ’vat, eme Baol. Bezomp gant hon jeu, ma den, rak ouspenn ’vit mez e vefe d’imp bezan paket eun eil gwech gant ar c’hemener daonet-se. »

— « Petra ’lavarfen d’it, pôtr ? n’eo ket henoaz eman ar fest-noz paluvadeg e Bod-ar-C’had ? »

— « A, manestoulle, eo avat ! ne zonjen ket en dra-ze ; ha me prometet mat d’am Janed e vijen aet, koulskoude, rak hi a vo eno henoaz. »

— « Sell, gwir e teus, pôtr. Da hini ’vo eno a dra sur, ma hini-me ’vat ne vo ket. »

— « Manestoulle, ha petra ’zonjo Janed pa welo n’arruin ket ? Kemener ar foultr, ober ’ri d’in koll ma chans ! »

— « Keun am eus ganit, eme Jakez ; mes setu aman petra ’zo. Mar karez mont d’ober eun dro, kerz ! Me chomo da ziwall ar c’hezeg, ha, ’meit ha klanv eo ar c’hemener eus e gorf, ne deuy ket warnoun-me, sur. » — « Ober a rafez an dra-ze evidoun ? »

eme Paoul laouen.

(Da heuilh)