Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

Jesus a oue souezet o clevet anezhan hag a en em zistroas da lavaret d’ar bobl hen heulie : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, n’em eus ket cavet ker bras feiz, memez en Israel. Lavaret a ran d’ehoc’h : calz a deuio euz ar Zao-heol hag euz ar C’huz-heol hag e vezint e banked rouantelez an env gant Abraham, Isaac ha Jacob ; mes bugale ar rouantelez, ar Jusevien, a vezo taolet e tenvalijen an dianveaz, en ifern : eno e vezo lenv ha scrign dent. »

Jesus a lavaras d’ar c’hantener e personach he vignoned : « Kea, ha ra vezo great d’id hervez m’a peus credet. » Ar servicher a oue pareet var an heur, ha pa zistroas d’an ti ar re a ioa bet casset, e cavjont ar c’hlanvour e yec’hed.

Goudeze Jesus a iea da eur gear, hanvet Naïm, ha ganthan ez ea he ziskiblien hag eur foul vras. Hogen, e giz ma tostea ouz dor kear, setu e touget eun den maro, mab unic he vamm, eun intanvez ; hag eun niver bras deuz tud kear a heulie anezhi. Ouz he guelet an Aotrou a gemeras truez outhi hag a lavaras d’ezhi : « Na vouel ket mui. » Hag e tosteas, hag e touchas ouz an arched a ioa digor hervez giz ar vro. An dougerien a jomas a za, hag e lavaras : « Dèn yaouank, me hel lavar d’id, sao. » Hag an hini maro a zavas var he c’hoazez hag a en em lakeas da barlant. Neuze Jesus he roas d’he vamm.

Aon a grogas en holl, hag e veulent Doue en eur lavaret : « Eur prophet bras a zo savet en hon touez, ha Doue a zo deut da velet ha bobl. » Brud ar burzud-se a on em skignas dre ar Judee a bez hag er vro tro var dro.