Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SEIZVET PENNAD
Eur bec’herez, hanvet Mari-Madalen

(S. Lucas, III, 2), a scuill louzou c’houez vad var dreid Hor Zalver

(S. Lucas, VII, 36-50).
————


Unan deuz ar pharisianed a bedas Jesus da zribi ganthan. O veza eat e ti ar pharisian, ec’h en em lakeas ouz taol. Ar Jusevien ne azezent ket ouz taol : gourvez a reant var gueleou reaz, harpet var ho ilin cleiz hag an treid noaz er penn pella dioc’h an daol. Ha setu eur vaouez, eur bec’herez deuz kear, o veza clevet edo ouz taol e ti ar pharisian, a zigassas eur podad louzou c’houez vad, hag oc’h en em zelc’her a drenv e-harz he dreid, ec’h en em lakeas d’ho glebia gant he daelou, d’ho zec’ha gant bleo he fenn, da bokat d’ezho, ha da scuill varnho louzou c’houez vad.

Ar pharisian hen doa pedet Jesus a lavaras ennhan he-unan o velet an dra-ze : « Ma vije bet heman eur prophet, hen dije gouezet piou ha pebez maouez a douch outhan, rag eur bec’herez eo. » Neuze Jesus a lavaras d’ezhan : « Simon, eun dra am eus da lavaret d’id. » — « Mestr, emezhan, lavarit. » — « Eur c’hredour hen doa daou zleour : unan a dlie pemp cant diner, pevar c’hant anter cant lur, hag egile hanter-cant. Evel n’ho doa ket peadra da baea, e roas discarg d’an eil ha d’egile. Piou a gar anezhan ar muia ? » Simon a respontas : « An hini, m’oar-vad, a zo pardonet d’ezhan ar