Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

ze : « Beelzebub a zo ennan, ha dre brins an diaoulou e cass kuit an diaoulou. »

Jesus, oc’h anaout ho zonjou, ho galvas hag a lavaras d’ezho e parabolennou : « Penaoz Satan a c’hell cass kuit Satan ? Mar d-ema Satan e brezel outhan he-unan, penaoz e chomo e rouantelez en he za ? Peb rouantelez disunanet outhi he-unan a vezo dismantret ; peb kear, peb ti disunanet outhan he-unan ne jomo ket en he za. Ma c’h-en em zav Zatan eneb d’ezhan he-unan, setu au disunaniez ; ne c’hello ket chom en he za, mes great eo ganthan. C’houi a lavar e cassan kuit an diaoulou dre Veelzebub ; ma cassan kuit an diaoulou dre Veelzebub, dre biou ho pugale ha gass kuit anezho ? Hi eta a varno ac’hanoc’h. Mes ma cassan kuit au diaoulou dre zorn Doue ha dre Spered Doue, neuze ta rouantelez Doue zo deut beteg ennhoc’h.

» Pa vez eun den crenv hag armet o tiouall he zor, kement hen deus a zo e peoc’h. Penaoz e c’hello unan bennag mont e ti an den crenv ha laerez he arrebeuri, ma n’hen deus ket da genta, abalamour ma ’z eo crenvoc’h, liammet anezhan ? Goude m’han dezo he drec’het, e tenno diganthan he holl armou a rea he fizians, e reio scrap en ti hag e ranno he breiz. Me a zo crenvoc’h eged Satan hag a denn an dud diganthan.

» An hini n’ema ket ganen a zo em eneb ; an hini ne zestum ket ganen a foran. Setu perag e lavaran d’ehoc’h, peb pec’hed ha peb blasphem a vezo pardonet da vugale an dud. Mes ar blasphem a eneb ar Spered-Santel ne vezo