Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

denti : « Mestr, ni a garfe guelet ac’hanoc’h oc’h ober eur burzud en env. » Jesus a en em lakeas da lavaret d’ar bobl a zirede en dro d’ezhan : « Ar ouenn-man a zo fallagr hag avoultrerez, treitourez da Zoue ; goulen a ra eur burzud, ha ne vezo roet d’ezhi burzud ebed, nemet burzud ar prophet Jonas. Rag evel Jonas a oue eur burzud evit an Ninivited, evelse Mab an den a vezo eur burzud evit ar ouenn-man : Jonas a zo bet e cof ar pesk tri devez ha teir nozvez ; en hevelep doare Mab an den a vezo e cof an douar tri devez ha teir nozvez.

» Tud Niniv a zavo d’ar varn gant ar ouenn-man, hag he c’hondaono ; rag great ho deus pinijen o clevet Jonas, hag ez eus ama tremen Jonas. Rouanez ar c’hreiz-deiz a zavo d’ar varn gant ar ouenn-man, hag he c’hondaono ; rag deut eo deuz costez pella an douar evit silaou furnez Salomon, hag ez eus ama tremen Salomon.

» Mes da betra e talvez sclerijen d’an hini n’eo ket yac’h he zaoulagad ? « Pa vez elumet eur c’houlaouen, ne vez ket lakeat en eul leac’h cuzet pe dindan eur boezel, mes var ar c’hantolor, evit ma velo sclear an neb a erru. Goulou da gorf eo da lagad. Ma ’z eo neat da lagad, da gorf a bez a vezo sclerijennet ; ma ’z eo goallet, da gorf a vezo en denvalijen. Diouall eta na ve troet e tenvalijen ar sclerijen a zo ennot. Ma ’z eo splann da gorf a bez, eb netra tenval, e vezo splann holl, hag e vezi sclerijennet evel gant eur goulou lugernus. Ma n’eo ket tenvaleat da ene