Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

guelet ar pez a velit, ha n’ho deus ket guelet ; clevet ar pez a glevit, ha n’ho deus ket clevet. »

« Ne gomprenit ket ar barabolen-ze, a lavaras Jesus d’ezho ? Penaoz neuze e comprenot an holl parabolennou all ? Silaouit eta hini an hader. »

» An had eo comz Doue.

» An hent a zigemer an had eo ar re a glev kelou ar rouantelez ha ne gomprenont ket dre ho faot ; kerkent Satan a deu hag a lam ar gomz a zo bet hadet en ho c’halon, gant aon ne vent salvet o credi.

» An dachen veinec a zigemer an had eo ar re a glev ar gomz hag he receo dioc’htu gant levenez ; mes n’he deus ket a c’hriziou ennho, ho feiz ne bad nemet eur pennad. Pa deu an drubuill hag ar goall-vuez abalamour d’ar gomz, e stokont outho dioc’htu hag ec’h en em dennont.

» Ar spern a gouez an had en ho zouez eo ar re a glev ar gomz ; mes nec’hamanchou ha tregassou ar bed-man, touellerez an danvez, plijaduriou ar vuez hag ioulou all c’hoaz a ia ennho, a voug ar gomz hag he lakaa difrouez.

» An douar mad a receo an had eo ar re a glev ar gomz, he digemer, he c’hompren, he dalc’h en eur galon vad ha deuz ar re vella, hag o kemeret poan, a ro frouez, unan tregont, eun all tri-ugent hag eun all cant. »

An ebestel n’oant sclerijennet nemet evit sclerijenna an dud all d’ho zro. Jesus a lavare d’ezho : « Daoust hag eur goulou a zo elumet evit beza lakeat dindan eur boezel, pe dindan eur guele ? Ha ne vez ket lakeat var eur c’han-