Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

tolor evit ma velo sclear an neb a erru ? Rag n’eus netra goloet em c’helennadurez na vezo ket discuezet, n’eus netra cuzet na vezo ket anavezet ha discleriet. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! Taolit evez eta, a lavare c’hoaz dezho, petra glevit ha penaoz e clevit. Ar muzul ho pezo muzulet ganthan a jervicho evidhoc’h, hag e vezo lakeat ouspenn evidhoc’h ; rag d’an hini hen deus e vezo roet, ha digand an hini n’hen deus ket e vezo tennet memez ar pez a gred caout. » An abostol mad a vezo paet muioc’h eged na virit ; an hini fall a gollo memez ar feiz a grede delc’her c’hoaz.


2 — Parabolen an douar a zoug frouez anezhan e-unan

Jesus a lavare d’ezho ive : Rouanlelez an Env a zo henvel ouz had a daol eun den en douar. E cousko, e savo en noz hag en deiz, an had a zivoan hag a gresk, eb gouzout d’ezhan. Rag an douar a zoug frouez anezhan he-unan, da genta eur ieoten, da c’houde eur penn, erfin guiniz leiz ar penn. Ha p’han deus great he frouez, e vez medet ; rag an eost a zo. » An abostol ne ra nemet hada ar gelennadurez ; gras Doue a ro ar c’hresk hag ar frouez. [1]

  1. Me am eus plantet, a lavare S. Paol, divar benn ar feiz a gassas da baïaned Corinth, Apollo hen deus douret, mes Doue hen deus roet ar c’hresk. 1 Cor. III, 6.