Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

scourrou bras, en hevelep doare ma c’hell laboussed an env dont varnho da ziscuiza ha da zisheoli. Evelse penn kenta an Iliz a vezo dister, mes gant an amzer eun niver bras a dud a deuio ennhi da jom. » [1]


5 — Parabolen ar goell

Eur barabolenn all a lavaras d’ezho : « Rouantelez an env a zo henvel ouz goell a gemer eur vaouez hag a vesk e tri vuzul bleud, beteg ma c’hoio an toaz a bez. Ar relijion gristen, evel eur goell nerzus, a jencho doare ar bed. »

Jesus a lavaras an holl draou-ze d’ar foul e meur a barabolen, hervez ma c’hellent clevet. Ne gomze ket d’ezho eb parabolennou, evit ma vije sevenet comz ar prophet : « Me a zigoro va ginou e parabolennou, me a ziscuezo an traou cuzet abaoue crouidigez ar bed. » Mes disparti e tisplege peb tra d’he ziskiblien.


6 — Jesus a zispleg parabolen ar guiniz hag an dreog

Neuze e cassas kuit ar bobl hag e teuas d’an ti. He ziskiblien a deuas d’he gaout en eur lavaret : « Displegit d’eomp parabolen an dreog er park. » Respont a reas d’ezho : « An hini a had greun mad eo Mab an den ; ar park eo ar bed ; ar greun mad eo bugale ar rouantelez ; an dreog eo bugale ar fallagriez ; an enebour hen deus he hadet eo an diaoul ; an eost eo fin

  1. Cf. S. Jerom, ap. Fillion, in Mat. XIII, 32.