Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

ziskenne Jesus euz ar vag, setu o tiredet varzu ennhan daou zen kemeret gant diaoulou. Dont a reant euz beziou a zo henvel er vro-ze ouz caviou, ha ken drouc oant, ma ne c’helle nicun tremen dre an hent-se.

Unan a ioa an diaoul ennhan abaoue pell amzer : ne zouge guiskamant ebed, ha den n’hen doa gellet morse he staga memez gant chadennou. Meur a vech oa bet hualet ha liammet gant chadennou ; mes terri a rea ar chadennou ha bruzuna an hualou : den ebed ne c’helle dont a-benn anezhan. Ne jome e ti ebed ; mes noz-deiz e tremene he amzer er beziou, er meneziou hag el leac’hiou distro ma veze casset ennho gant an diaoul. Eno e ioue hag ec’h en em c’hloaze a daoliou mein,

Pa veljont Jesus a-ziabell, an dud-se a ziredas d’he gaout, a stouas hag a grias gant eur vouez crenv : « Petra falvezit diganeomp, Jesus, Mab Doue a zo dreist peb tra ? Ha deut oc’h ama evit hor poania araog an amzer ? » [1]

Goulzgoude Jesus a lavare d’an diaoul : « Kea er meaz, spered hudur. » — « Me ho ped hag ho asped, emezhan, n’am bourrevit ket. »

— « Pe hano e peus, a c’houlennas Jesus ? »

— « Strollad eo va hano, abalamour ma ’z omp niverus ama. »

Eur vanden vras a berc’hel a ioa var dro eno o clask boued er menez. An diaoulou a bede Jesus ne gassje ket anezho euz ar vro, nag ho stlapje ket en islonk : « Ma cassit ac’hanomp

  1. An drouc-sperejou a vezo bourrevet goassoc’h goude ar varn, hervez ma lavar S. Per, II Petr. 11, 4.