Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HUEZEGVET PENNAD
Prezegen divarbenn ar bara a vuez (S. Iann, VI, 22-72 ; VII, 1).
————


Antronoz burzud ar bara, ar bobl a jome en tu all d’ar mor hen doa guelet n’oa bag ebed eno nemet unan, ha n’oa ket eat Jesus ennhi gant he ziskiblien, mes n’oa eat kuit nemet he ziskiblien. Bagou all a deuas euz Tiberiad beteg al leac’h ma trebjot ar bara burzudus goude m’han doa an Aotrou rentet grassou. Pa velas eta ar bobl n’edo ket Jesus eno, nag he ziskiblien, e pignjont er bagou hag e teujont da Gapharnaum da glask Jesus. Ha p’her c’havjont en tu all d’ar mor e lavarjont d’ezhan : « Mestr, pe vare oc’h deut ama ? » Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, c’houi a glask ac’hanon, n’e ket abalamour m’ho peus guelet burzudou, mes abalamour m’ho peus drebet deuz ar bara ha m’ho peus bet ho coualc’h. Labourit, n’e ket evit ar bevans a ia da goll, mes evit an hini a jom beteg ar vuez peurbadus hag a roio d’ehoc’h Mab an den. Rag Doue an Tad hen deus he verket gant he ziel, hen deus discuezet, dre vurzudou, ez eo he gannad er bed. » [1]

Hi a lavaras d’ezhan : « Petra ’ raimp evit ober labouriou Doue ? »

  1. Fillion, in Jo. VI, 27.