Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

badus. Evidomp, ni hon deus credet hag anavezet ez oc’h ar C’hrist Mab Doue. » Jesus a respontas d’ezho : « Ha n’em eus ket ho tibabet ho taouzeg ? Goulzgoude unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul. » Comz a rea deuz Judas Iscariot, mab Simon ; rag hennez a dlie he verza, evithan da veza unan deuz an daouzeg.

Goude kement-se Jesus a valee er Galilee. Ne felle ket d’ezhan mont er Judee, abalamour ar Jusevien a glaske he laza. Er blavez-se ne bignas ket da Jerusalem evit gouel Pask.


————