Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

dennou a zeu d’ehoc’h digant ar re goz ? Hypocrited, Isaias hen deus prophesiet mad divar ho penn, pa lavaras : « Ar bobl-man am henor a c’hinou, mes he galon a zo pell diouzin. Va jervicha ’ reont en aner, abalamour ne zeskont nemet kentelliou ha gourc’hemennou an dud. » « Evit guir, dilezel a rit gourc’hemen Doue evit delc’her da c’hiziou an dud, da voalc’hi ar podou hag an hanaviou, ha da galz boaziou all evelse. » Lavaret a rea c’hoaz : « Cass a rit da netra gourc’hemen Doue evit miret credennou savet gant ho tud coz. Rag Doue hen deus lavaret dre Voyses : « Enor da dad ha da vamm, » hag : « An hini a villigo he dad hag he vamm, ra vezo lakeat d’ar maro. » Ha c’houi lavar : « Ma lavar unan bennag d’he dad ha d’he vamm : peb prof great d’an Templ deuz va madou ra dalvezo d’ehoc’h ! N’eo ket red d’ezhan ober mui netra evit he dad hag he vamm. » En doare-ze e fregit comz Doue gant eur gelennadurez a zo savet ganehoc’h hoc’h-unan. Hag ober a rit calz traou all evelse. Sicourit da genta ho tad hag ho mammm hervez gourc’hemen Doue ; goudeze e chellot ober ho profou. »

Jesus a c’halvas adarre ar bobl d’he gaout hag a lavaras d’ezho : « Selaouit holl ac’hanon ha comprenit : netra deuz ar pez a ia en den euz an dianveaz ne c’hell he zaotri, mes ar pez a deu euz an den eo a zaotr anezhan. Ra glevo an hini hen deus diouscouarn da glevet ! »

Neuze he ziskiblien a dosteas outhan hag a lavaras d’ezhan : « Gouzout a rit-hu ho deus ar pharisianed kemeret goall-scuer o clevet ar