Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/155

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

Pharisianed ha Sadduceaned a deuas d’he gaout hag a en em lakeas da rendaeli outhan en eur c’houlen diganthan eur sin en env, evit he amprou. Jesus a dennas eun huanaden hir hag a respontas : « Pa deu ar pardaez, e lavarit : brao e vezo, rag an env a zo ruz ; ha dioc’h ar mintin : arne a vezo hirio, rag an env a zo tenval ha ruzard. Gouzout a rit eta dioc’h doare an env. Ha ne c’hellit-hu ket anaout sinou an amzeriou ? Sizunveziou ar prophet Daniel a zo oc’h echui : va burzudou a sko daoulagad an holl : ha n’int ket sinou sclear avoalc’h ez eo deut amzeriou ar C’hrist ?

Perag e c’houlen eur burzud ar ouenn fallagr-man hag avoultrerez ? E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ne vezo roet ken burzud d’ezhi nemet burzud ar prophet Jonas. » Ne c’hello ket lakaat resurrection Mab an den var galloud an drouc-spered, evel m’he deus ar fallagriez da lakaat ar burzudou all. Hag o veza dilezet anezho, e pignas adarre er vag hag ez eas en tu all d’al lenn.

O vont en tu all d’al lenn, an diskiblien a zizonjas kemeret bara : n’ez oa nemet unan gantho er vag. Jesus a lavaras d’ezho : « Taolit evez ha diouallit ouz goell ar Pharisianed hag ar Sadduceaned hag ouz goell Herodes. » Hi a zonje ennho ho-unan hag a lavare : « Mes n’hon deus ket a vara, n’hon deus ket kemeret. » Jesus, oc’h anaout ho zonjou, a lavaras d’ezho : « Tud a neubeut a feiz, perag e sonjit-hu ennhoc’h hoc’h-unan n’oc’h eus ket a vara ? Ha ne c’houzoc’h ket c’hoaz ? Ha ne gomprenit netra ? Hag ho calon a zo dallet ato ? Ha daoulagad