(S, Vaze, XVI, 13-28 ; S. Marc, VIII, 27-39 ; S. Lucas, IX, 18-27).
Jesus a scoas gant he ziskiblien varzu keriadennou
Cesaree Philipp. Epad an hent, he-unan
gantho, e pede, ha goudeze e reas outho
ar goulen-man : « Petra ’ lavar an dud divar
benn Mab au den ? Evit piou am c’hemeront ? »
Hi a respontas : « Darn evit Iann Vadezour,
darn evit Elias, darn all evit Jeremias pe evit
unan deuz ar bropheted coz distroet e buez. »
Jesus a lavaras d’ezho : « Ha c’houi, piou a
lavarit oun-me ? » Simon-Per a respontas :
« C’houi eo ar C’hrist, Mab an Doue beo. »
Jesus a lavaras d’ezhan : « Te a zo eürus, Simon,
mab da Iann, rag n’eo ket ar c’horf nag
ar goad, n’eo ket skiant an den na mouez he
ioulou, ho deus discleriet an dra-ze d’id, mes
va Zad a zo en envou. Ha me a lavar d’id ez
out Per, Mean, ha var ar mean-ze me a zavo va
Iliz ; ha rouantelez an ifern ne vezo ket treac’h
d’ezhi. Ouspenn, me a roio d’id alc’hueziou
rouantelez an env, da lavaret eo, galloud var
an Iliz. Kement as pezo liammet var an douar
a vezo liammet en envou ; ha kement as pezo
diliammet var an douar a vezo diliammet en
envou. Kement barnedigez a zougi var an
douar a vezo cavet mad en envou. [1]
- ↑ Fillion, in Mat. XVI, 19.