Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

madou a zo em zi. » Jesus a lavaras d’ezhan : « An hini a lak’ he zorn en alar hag a zell adrenv, n’eo ket mad da rouantelez Doue. »

Goudeze, Jesus a zibabas daouzeg ha tri-ugent diskibl all hag ho c’hassas daou ha daou en he raog e kement kear hag e kement leac’h ma tlie dont he-unan, hag e lavare d’ezho : « An eost a zo bras, mes al labourerien a zo neubeut anezho. Pedit eta mestr an eost ma casso labourerien en he eost. It ; setu e cassan ac’hanoc’h evel denved etouez bleizi. Ne zougit na yalc’h, na sac’h, na boutou, ha ne zaludit den var an hent, ne gollit ket hoc’h amzer gant orbidou hir ar vro. E kement ti ma ’z eot lavarit da genta : « Peoc’h d’an ti-man. » Ma ’z eus eno eur c’hrouadur a beoc’h, eun den hag a zo din deuz madou an ene a zigassit d’ezhan [1] ho peoc’h a jomo varnhan : a hent all, e tizroio d’ehoc’h. Chomit er memez ti ; drebit hag evit ar pez a zo ebarz ; rag al labourer a virit he gommanant. Ne d-it ket euz an eil ti d’egile. E kement kear ma ’z eot, ma tigemerer ac’hanoc’h, drebit ar pez a zo lakeat dirazhoc’h ; pareit an dud clanv a zo ennhi ha lavarit d’an holl : « Rouantelez Doue a zo deut beteg ennhoc’h. » E kement kear ma ’z eot, ma ne zigemerer ket ac’hanoc’h, it var ar plassennou ha lavarit : « Ni ’ hej varnhoc’h memez poultren ho kear a zo staget ouzomp. Deskit goulzgoude ez eo tost rouantelez Doue. »

Me a lavar d’ehoc’h, eun deiz ne vezo ket

  1. Crampon, in Luc, X, 6.