(S. Lucas, X, 17-42)
An daouzeg ha tri-ugent a zistroas gant
levenez en eur lavaret : « An diaoulou ho-unan
a bleg d’eomp en hoc’h hano. » Hag e lavaras
d’ezho : « Me a vele Satan o coueza euz an env
evel eul luc’heden. Setu em eus roet d’ehoc’h
ar c’halloud da vale var an aëred, ar c’hruged
hag holl nerz an enebour, ha netra ne c’hello
noazout d’ehoc’h. Goulzgoude na vezit ket
laouen abalamour ma pleg d’ehoc’h an diaoulou,
mes abalamour ma ’z eo scrivet hoc’h hanoiou
en env. »
D’an heur-ze Jesus a dridas er Spered-Santel hag a lavaras : « Me ho meul, o Tad, mestr an env hag an douar, abalamour m’oc’h eus cuzet an traou-ze ouz ar re vouisiec hag ouz ar re fur ha m’oc’h eus discleriet anezho d’ar re vihan. Mad eo, o Tad, p’e guir eo plijet evelse ganehoc’h.
« Peb tra a zo lakeat etre va daouarn gant va Zad. Ha den ne c’hoar piou eo ar Mab, nemet an Tad ; ha den ne c’hoar piou eo an Tad, nemet ar Mab hag an hini a vezo fellet d’ar Mab discleria d’ezhan. »
Hag oc’h en em zistrei varzu he ziskiblien e lavaras : « Eürus an daoulagad a vel ar pez a velit. Me a lavar d’ehoc’h, calz propheted ha calz rouaned ho deus bet c’hoant da velet ar