Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE PENNAD
Debad Jesus gant ar Pharisianed divarbenn he c’hinivelez divin.
(S. Iann, VIII, 12-59)
————


Goude an dra-ze, Jesus a gendalc’has da gelen. En templ edo c’hoaz ar c’hantoloriou bras iskiz ho doa servichet evit ar gouel. En eur ziscuez anezho, Jesus a gomzas adarre ouz ar Jusevien hag a lavaras d’ezho : « Me eo sclerijen ar bed ; an neb piou bennag am heul ne vale ket en denvalijen, mes bez’ hen dezo sclerijen ar vuez. »

Ar Pharisianed a lavaras d’ezhan : « C’houi a ro testeni d’ehoc’h hoc’h-unan ; ho testeni n’eo ket mad. »

Jesus a respontas : « Evidon da rei testeni d’in va-unan, va zesteni a zo mad, rag me a c’hoar euz a beleac’h e teuan ha da beleac’h ez an [1], mes c’houi ne c’houezit ket euz a beleac’h e teuan na da beleac’h ez an. C’houi a varn hervez ar c’horf, pe an dianveaz ; me ne varnan den ebed ; ha ma varnan, va barnedigez a zo guirion, rag n’emaon ket va-unan : ganen eman an Tad hen deus va c’hasset. Hogen, scrivet eo en ho lezen ez eo mad testeni daou zen. Me a ro testeni d’in va-unan ! hag an Tad hen deus va c’hasset a ro testeni d’in dre ar burzudou a ran gant he c’halloud. »

  1. Gouzout a ra ez eo Doue, ha Doue, e giz ma lavar S. Iann Chrysostom, a zo eun test da veza credet, pa ro testeni d’ezhan he-unan. Fillion, in Jo. VIÏI.