Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

Hi a lavaras d’ezhan : « E peleac’h eman ho Tad ?

— « Ne anavezit ket ac’hanon, a respontas Jesus, na va Zad kenneubeut. M’ho pije anavezet ac’hanon, martreze ho pije anavezet va Zad. »

Setu petra ’ lavaras Jesus o kelen en templ, el leac’h m’edo kef ar profou. Den ne grogas ennhan abalamour n’oa ket deut he heur. Jesus a lavaras d’ezho adarre : « Me ’ia kuit hag e claskot ac’hanon, mes mervel a reot en ho pec’hed. D’al leac’h ma ’z an c’houi ne c’hellit ket dont. »

— « Hag en em laza ’ reio, eme ar Jusevien p’e guir e lavar : d’al leac’h ma ’z an, c’houi ne c’hellit ket dont. »

— « C’houi a zo euz an izel, a lavaras Jesus d’ezho, me a zo euz an huel. C’houi a zo euz ar bed-man, me n’oun ket euz ar bed-man. Lavaret em eus eta d’ehoc’h e varvot en ho pec’hejou : rag ma ne gredit ket er pez ma ’z oun, e varvot en ho pec’hed. »

— « Piou oc’h-c’houi, emez-ho. »

— « Me, a lavaras Jesus, me a gomz ouzhoc’h, a zo ar Penn-kenta. Calz traou am eus da lavaret varnhoc’h ha da gondaoni ennhoc’h. Goulzgoude an hini hen deus va c’hasset a zo guirion : hag ar pez a lavaran er bed am eus clevet ganthan. »

Ha ne anavezjont ket e lavare oa Doue he Dad, pa lavare ez oa penn-kenta an holl draou hag ez oa ganet araok an holl amzeriou. [1]

  1. Cf. Col. I, 15.